Kentelioù brezhoneg e Pañvrit- ar-Beskont

0
1355

Evit deskiñ ar brezhoneg gant plijadur, « pour apprendre le breton avec plaisir »

Bet krouet e 2000, ar gevredigezh Mammenn a ginnig deoc’h kentelioù brezhoneg, bep yaou noz e kreizenn Stratijin Pañvrit-ar-Beskont.

Pevar live zo ar bloaz-mañ (2016-2017), deus an deraouidi betek ar re barrekoc’h. Digor eo d’an holl a zo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg. Daou gelenner a-vicher a zo e karg eus ar c’hentelioù, hervez an hentenn Oulpan peurliesañ. Ar gomz, al lenn hag ar skriv zo studïet ha lakaet e bleustr, ha tamm ha tamm vez graet e bragoù da Yann.

Un abadenn bennak a vez aozet bep bloaz evit tud deus ar vro ouzhpenn ar c’hentelioù: ur pezh-c’hoari, pe ur veilhadeg.

Skodenn : 130 Euros

Eurvezhioù : eus 7 eur noz betek 9e30 noz hervez al live,

bep yaou nemet ar vakañsoù-skol.

Titouroù: 02-96-74-25-11

Cours de breton à Pommerit-le-Vicomte

Créée en l’an 2000, l’association Mammenn vous propose des cours de breton, chaque jeudi soir au centre Startijin à Pommerit-le-Vicomte.

Il y a quatre niveaux cette année (2016-2017), depuis les débutants jusqu’aux confirmés. Les cours sont ouverts à tous. Deux professeurs de métier sont en charge des leçons, selon la méthode Oulpan  la plupart du temps . L’oral, la lecture et l’écriture sont étudiés et pratiqués, peu à peu les bases de la langue sont apprises.

En plus des cours,un évenement est organisé chaque année pour le public :une pièce de théatre ou une veillée.

Cotisation : 130 Euros

Horaires : de 19 heures à 21 heures 30 selon le niveau,

le jeudi sauf vacances scolaires

Renseignements :02-96-74-25-11